Kanariez
Lec'hiadur |
Inizi Kanariez (Islas Canarias e spagnoleg) zo inizi e-maez da aod Afrika, e-tal Maroko, er Meurvor Atlantel, e-dalc'h rouantelezh Spagn abaoe ar XVvet kantved.
Div broviñs zo anezho, Las Palmas de Gran Canaria ha Santa Cruz de Tenerife.
Unan eus rannvroioù pellañ Unaniezh Europa int ("rannvroioù dreisttrobarzh").
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An anv Islas Canarias a zeu eus al latin Canariae Insulae, "inizi ar chas" ; da gentañ ne oa nemet anv an enez vrasañ, Gran Canaria, Canaria Insula. Dont a ra eus ar chas gouez bras (canes) betvkavet gant ar veajourien gentañ deuet d'an enez[1].
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar seizh enez vrasañ a zo tri stroll anezho.
- Er reter
- Lanzarote, Arrecife he c'hêr-benn
- Fuerteventura, Puerto del Rosario he c'hêr-benn
- Er c'hreiz
- Gran Canaria, Las Palmas de Gran Canaria he c'hêr-benn
- Tenerife, Santa Cruz de Tenerife he c'hêr-benn
- La Gomera, San Sebastián de La Gomera he c'hêr-benn
- Er c'hornôg
- La Palma, Santa Cruz de La Palma he c'hêr-benn
- El Hierro, Valverde he c'hêr-benn.
Inizi bihanoc'h zo : La Graciosa (annezet), Alegranza, Los Lobos, Montaña Clara, Roque del Este ha Roque del Oeste.
Enezennoùigoù ha kerreg zo ivez : Anaga, Garachico, Salmor, ha reoù all dizanv.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 31 a viz Mae 1494 : en inizi Kanariez : lazhadeget ar Gastilhaned gant ar Gwanched en Tenerife e La Matanza de Acentejo.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Chrysti the Wordsmith : Verbivore's Feast – A Banquet of Word & Phrase Origins, Farcountry Press, 2004 (ISBN 978-1-56037-265-3)