iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: http://br.wikipedia.org/wiki/Gouarnamant
Gouarnamant - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Gouarnamant

Eus Wikipedia
gouarnamant
doare aozadur
Iskevrennad eusaozadur, pennadurezh Kemmañ
Den e penn an aozadurPenn Gouarnamant Kemmañ
Hashtaggovernment Kemmañ
Dezverket drestumm gouarnamant, government structure Kemmañ
Subject has rolemelestradurezh Kemmañ
Manifestation ofgalloud Kemmañ
Enebet ouzhpolitical opposition Kemmañ
Breujoù Breizh, e Roazhon
Luc'hsk. © Guillaume Piolle / CC-BY-3.0

Gouarnamant a reer eus aozadur ar galloud politikel en ur riez bennak[1].
Talvezout a ra an termenadur-se ivez pa gomzer eus gouarnamant ur Stad a zo endalc'het en ur riez, da lavaret eo ur Stad kevreadel, evel Kalifornia e kevread Stadoù-Unanet Amerika ; en degouezh-se e lakaer kemm etre gouarnamant ar Stad ha hini ar riez kevreadel.
Gant ar gouarnamant neuze emañ ar galloud da embann lezennoù ha d'o lakaat da dalvezout war dachenn ar Stad pe ar C'hevread.

Tri skourr zo e gouarnamantoù ar Stadoù a-vremañ : ar galloud lezenniñ a sav al lezennoù, ar galloud erounit o laka e pleustr hag ar galloud barn a warez desteriadur ofisiel al lezennoù pa vez tabut.
D'ar galloud erounit peurliesañ e reer dave pa gomzer eus gouarnamant ur Stad werinel, da lavaret eo da velestradur ar Stad, petra bennak ma c'hall an holl c'halloudoù bout e-kerz un den pe ur strolladig tud.

An aotrouniezh hag ar reizhwiregezh eo daou berzh pennañ ur gouarnamant.

  • Dre an aotrouniezh e c'hall ur gouarnamant sujañ ar geodedourion da sentiñ ouzh al lezennoù bet embannet gantañ ; an holl c'houarnamantoù a ra gant redioù a-benn kadarnaat o aotrouniezh : telloù kastiz, bac'hidigezh, harlu pe gastiz ar marv.
  • Dre reizhwiregezh ar gouarnamant e vez luskedet ar geodeourion da blegañ d'al lezennoù, pa vez ar galloud bet gounezet hervez ar pennaennoù hag ar reolennoù a vez o ren er Stad.

Diwar ar verb gouarn hag al lostger -amant ez eo bet savet ar ger gouarnamant a zo testeniekaet dindan ar stumm gouuernement e Catholicon Jehan Lagadeuc, bet moullet e 1499[2],[3].
Diwar ar galleg gouvernement e teu gouuernement, ar ger gallek o tont eus al latin gubernare "gouarn" hag an henc'hresianeg kubernân heñvelster[4].

Kefridioù ar gouarnamant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ent-istorel ez eo ar meuriad ar gouarnamant kentañ, da lavaret eo ar framm bet ganet a-benn kenurzhiañ an arver spletusañ eus al loazioù naturel, eus ar re zenel, eus ar binvioù hag eus an traoù bet savet drezo, ar pal o vezañ padelezh ha diorroadur ur strolladig tud.

Hiziv an deiz ez eo kefridi gouarnamant ur Stad krouiñ ha derc'hel ur reizhiad a warez an dud – hag ar Stad hec'h-unan – war hirdermen, ar reizhiad-se o vout emveret, emarc'hantet, efedus ha hep goubrenerezh, a-benn ma vije dalc'het e ratre yec'hed, kelennadurezh, lojeiz ha peoc'h an dud.

Skourroù ur gouarnamant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Charles de Secondat,
baron de La Brède et de Montesquieu
Aozer dianav - Kastell Versailhez

Disparti ar galloudoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar prederour gall Montesquieu (1689-1755) e voe termenet damkaniezh disparti ar galloudoù en ur gouarnamant, ar pezh a zo bet lakaet e pleustr e meur a vonreizh dre ar bed.
En e levr De l'esprit des lois "A-zivout spered al lezennoù" (1748) e rannas ar galloud politikel e tri skourr diwar skouer ar Republik roman ha bonreizh ar Rouantelezh-Unanet, gant ar pal na lezel an holl c'halloudoù etre daouarn un den hepken ha, dre se, doujañ da frankizoù diazez an dud. Ne c'hall ket sourr pe skourr dont da vout hollveliour war ar re araal, ha ne c'hall ket skourr pe skourrr seveniñ e gefridi hap harp ar re arall.[5] Kent Montesquieu e voe labouret war an dodenn-se ivez gant ar prederour saoz John Locke (1632-1704), hogen diwar De l'esprit des lois e veizer hiziv c'hoazh disparti ar galloudoù evel-mañ :

  • ar galloud lezenniñ zo fiziet en ur parlamant, a c'hall bout rannet e div gambr, an hini izelañ hag an hini uhelañ, da skouer : an Assemblée nationale hag ar Sénat e Bro-C'hall, the House of Representatives ha the Senate e Stadoù-Unanet Amerika ;
  • ar galloud erounit zo fiziet en ur gouarnamant, ennañ maodierned hag ur pennmaodiern, a zo renet gant penn ar Stad pe penn ar gouarnamant : prezidant ar Republik e Bro-C'hall, die Kantler "ar c'hanseller" en Alamagn, the Prime Minister "ar pennmaodiern" er Rouantelezh-Unanet ;
  • ar galloud barn zo fiziet e barnadurezhioù ar Stad, da lavaret eo hollad he lezioù-barn, a zo rannet hervez o c'hembeli : barnerezh amaezhel, keodedel, kenwerzhel, kastizel, politikel.

Setu amañ ur skouer eus ar c'hempouez a c'hall bout etre an tri galloud en ur gouarnamant a-vremañ, diskouezet dre gefridioù pep skourr.

Galloud lezenniñ (parlamant) Galloud erounit (penn ar Stad) Galloud barn (barnadurezhioù)
  • Lezenniñ – Krouiñ, kemmañ, terriñ lezennoù.
  • Kellidoù foran – Merañ kellidsteuñv ar Stad : enkefioù (telloù) hag ezkefeioù ; amprestiñ arc'hant en anv ar Stad.
  • Meslestradur – Reoliañ, goursellout hag ensellout ar gouarnamant, an vaodierned hag ar velestradurezh.
  • Darempredoù etrebroadel – Kadarnaat ar feurioù-emglev bet sinet gant ar prezidant en anv ar Stad ; disklêriañ brezel.
  • Eztitlañ ar prezidant, izili ar gaouarnamant, dalc'herion ar galloudoù erounit ha barn en abeg da dorfedoù pe felladennoù.
  • Ensellout bonreizhegezh lezennoù ar Stad.
  • Termeniñ desteriadur al lezennoù evit ma vefent lakaet e pleustr en un doare unvan war tiriad ar riez, en ur lezel un tamm galloud d'ar barnerezhioù lec'hiel e-keñver degouezhioù dibarek.
  • Embann pe lezenn bet embannet gant ar parlamant a vo lakaet e pleustr e-keñver an degouezh-mañ-degouezh.
  • Desteriañ al lezennoù a-benn o lakaat da dalvezout e-keñver tabutoù.

Organoù ar gouarnamant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un doare arall da sellet ouzh rannoù ur gouarnamant zo, pa c'haller e rannañ en organoù arbennik

  • hervez o orin : an organoù bonreizhel evel ar galloud lezenniñ hag ar skourroù a zo deveret diouzh ar vonreizh, evel maodiernezh al Labour ;
  • hervez o framm : frammoù eeun evel ur vaodiernezh ha reoù gemplezh evel ar reizhiad lezvarnel ;
  • hervez o aozadur : hiniennel pa vez un den o telc'her ar galloud erounit, pe stroll pa vez tud o kenlabourat en ur gambr evel ur parlamant ;
  • hervez o c'harg : an tri galloud klasel.

Doareoù gouarnamantoù er bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Doare gouarnamant" a reer eus hollad an ensavadurioù politikel a ya da sevel ur Stad gouest da embregañ o galloudoù war ur gumuniezh politikel.

Doareoù gouarnamantoù er bed (2014)

  • ██ Republik prezidantel 1 – Ur republik ma vez un den e penn ar gouarnamant hag e penn ar Stad ; gantañ emañ ar galloud erounit, a zo deveret eus ha distag diouzh ar galloud lezenniñ koulz ha diouzh ar galloud barn.
  • ██ Republik dambrezidantel 1 – Gant ar galloud lezenniñ emañ ar galloud erounit evit a sell ouzh an aferioù diabarzh ; gant ur prezidant dilennet en un doare diazalc'h emañ ar galloud erounit evit an aferioù hollek, ar re ziavaez hag ar re arouezel.
  • ██ Republik parlamantel 1 – Deveret diouzh galloud lezenniñ ar parlamant, hag en e zalc'h bepred, eo galloud erounit ar gouarnamant ; gant penn ar gouarnamant emañ ar galloudoù a vez gant penn ar Stad er republikoù prezidantel pe zambrezidantel.
  • ██ Republik parlamantel brezidantel – Dilennet eo ar prezidant gant ar parlamant, hag e dalc'h ar parlamant bepred e chom pa embreg ar galloudoù erounit a vez fiziet ennañ.
  • ██ Unpenniezh vonreizhel – Gant unpenn ar Stad emañ an tri galloud, a embreg hervez ur vonreizh ; alies e vez eus ur parlamant koulskoude, a zo gwan avat.
  • ██ Unpenniezh parlamantel vonreizhel – Unpenniezh ma n'eus hini ebet eus an tri galloud gant unpenn ar Stad.
  • ██ Unpenniezh hollveliek – Gant unpenn ar Stad emañ an tri galloud ; diharz eo e c'halloud politikel ; n'eus bonreizh ebet.
  • ██ Stadoù unstrolladek – Hervez ar vonreizh, ur strollad politikel hepken en deus gwir da c'houarn ar Stad.
  • ██ Bonreizh astalet – Stadoù gouarnet gant ur galloud milourel : diktatouriezh milourel, juntenn vilourel, stratokratelezh.
  • ██ Doareoù gouarnamantoù arall

  • 1 - Meur a Stad a zo republikoù liesstrolladek hervez o bonreizh a vez lakaet da Stadoù aotrouniek gant an darn vuiañ eus an arsellerion. De jure eo an doareoù gouarnamantoù a zo diskouezet gant ar gartenn-mañ eta, an derez a werinelezh de facto n'eo ket diskouezet.

    Termenadur an doareoù gouarnamantoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Talvezout a ra an termenadur-mañ evit forzh pe c'houarnamant, ha pa vefe direizhwir pe zic'houest da embregañ e c'halloudoù.
    Lod gouarnamantoù n'int ket e penn ur Stad, pa c'hoarvezont eus meur a Stad kenvodet dre genemglev evel Unaniezh Europa ; lod arall a gaver e-maez ar Stadoù, en embregerezhioù pe var ar morioù da skouer.

    Meur a zoare zo da rummata an doareoù gouarnamantoù, ha hervez dezverk pe zezverk e c'hall gouarnamant ar Stad-mañ-Stad bout kavet e div elfenn da nebeutañ eus an daolenn a gavor amañ a-is, ha muioc'h alies.
    Lod elfennoù zo aet da get, lod arall zo damkaniel pe c'hoazh faltazius p'en o c'haver el lennegezh hepken.

    • Meur a elfenn n'o deus anv testeniekaet ebet e brezhoneg ; kinnigoù a gavor amañ eta, da c'hortoz alioù Ofis ar Brezhoneg.

    Setu amañ an dezverkoù a c'haller kemer da zaveoù.

    Allegoria del Buon Governo(1338)
    Lorenzetti Ambrogio (1290-1348)
    Palazzio Publicco, Sienna
    Niver an dud a zalc'h galloudoù ar gouarnamant.
    • Ar gouarnamantoù ma vez an tri galloud e dalc'h un den hepken.
    • Ar re ma vezont e dalc'h ur strolladig tud kenliammet dre berzhioù a zo boutin dezho.
    • Ar re ma vezont e dalc'h ar bobl.
    Aozadur ar renad politikel
    • Ar gouarnamantoù ma vez ar galloud lezenniñ e dalc'h tud dilennet gant ar bobl.
    • Ar re unpennel, parlamantel pe get.
    • Ar re ma vez an tri galloud e dalc'h izili ur relijion.
    • Ar re ma vezont e dalc'h ur strollad politikel hepken.
    • Ar re ma vezont e dalc'h al lu.
    • Ar re ma n'eus den ebet o telc'her an tri galloud evit abeg pe abeg.
    Reizhiad kevredadel-armerzhel
    • Doare da berc'hennañ madoù ar riez.
    Derezioù en emrenerezh rannvroadel
    • Doare da verañ tiriad ar riez .
    Darvanel
    • Damkanel pe faltazius, n'eus ket anezho er bed gwirion.
    Anv Termenadur Skouerioù
    Anokratelezh[Y 1] Beli strewet e-touez strolladoù uhelidi a gas kevezerezh etrezo en diavaez d'an aozadurioù foran, a zo ezvezant pe re wan[7]. Banniel Zimbabwe Zimbabwe
    Anveliezh Gouarnamant frammet ebet e penn ar Stad. Banniel Somaliaa Somalia (1991-2006)
    Aotrouniusted Beli e dalc'h pennadurezhioù a c'hourc'hemenn ma vefe sentet war o ger ; enep ar frankizoù hiniennel eo ar gouarnamantoù aotrounius ; alies e tro an aotrouniusted da ziktatouriezh pe da hollveliouriezh. Banniel Belarus Belarus
    Belegveliezh Beli e dalc'h ur c'hloer pe izili ur relijion ; un nemeurveliezh hag un unpenniezh e vez peurliesañ. Keoded ar Vatikan
    Brientveliezh[Y 2] Beli e dalc'h ar re wellañ ; nemeurveliezh ma vez ar veli e dalc'h brientinion.
    Dellidveliezh Damkaniezh : beli e dalc'h an dud a zo dellezek d'he c'haout en abeg d'o barregezh ha d'o meiz a zo bet kadarnaet dre arnodennoù frammet. Konfusianegezh
    Despotegezh Beli e dalc'h un den hepken (unveliezh) pe ur strollad tud (nemeurveliezh) hep reizhiad lezennel bet aozet gant asant ar bobl. Rouantelezh nevez Henegipt
    Diktatouriezh Beli e dalc'h un den hepken (unveliezh) pe ur strollad politikel ; mac'homus e vez ar gouarnamantoù-se. Banniel Republik Poblel ha Demokratel Korea Korea an Norzh
    Ginekratiezh (pe Ginekokratiezh)[Y 3] "benveliezh". Beli e dalc'h ar merc'hed. (Hini ebet, betek gouzout)
    Gladveliezh Beli e dalc'h ar binvidion. Na zroukveskañ gant Timokratelezh. Republik Venezia
    Gwerinelezh Beli e dalc'h ur gouarnamant dilennet gant an darn vrasañ eus ur bobl en he zra. Banniel Aostralia Aostralia
    Gwerinelezh eeun Beli e dalc'h ur bobl en he zra, hep dilennidi ; emvererezh a lavarer ivez.
    Gwerinelezh leuriadek Beli e dalc'h ur bobl en he zra, a zilenn kannaded en ur parlamant. Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
    Gwerinelezh perzhiadek Kendivizout a ra ar gouarnamant hag ar bobl kent kemer disentezioù, a-fed terkadur an tiriad, ar c'hêraozerezh hag an endro alies.
    Gwerinveliezh[Y 4] Beli e dalc'h ur gouarnamant a zo bet tennet d'ar sort a-douez kalz keodedourion dilennadus. Republik Venezia
    Hollveliouriezh Beli gant ar Stad, a glask mestroniañ holl elfennoù ar vuhez foran ha prevez. Reizhveliek eo, pa n'eo ket an aotrouniusted. Banniel Republik Poblel ha Demokratel Korea Korea an Norzh
    Impalaeriezh Beli gant un impalaer a ren war ur strollad broioù pe bobladoù ; un unpenniezh pe un nemeurveliezh e c'hall bout. Banniel Japan Japan
    Juntenn vilourel Beli e dalc'h ur strollad soudarded. Un doare Stratokratelezh[Y 5] eo neuze. Banniel Fidji Fidji (abaoe 2006)
    Kalifiezh Beli gant ur penn relijiel ha politikel islamek anvet خليفة c'halifa "kalif" "warlerc'hiad (an diouganer Mohammed)". Banniel Turkia Turkia (betek 1924)
    Kengevread Unaniezh riezoù emveliek, diazezet war ur feur-emglev pe ur vonreizh, krouet a-benn kenurzhiañ o darempredoù gant riezoù arall.  Unaniezh Europa
    Kevread Riez zo meur a Stad emren ouzh he ober ha ganti kefridi an difenn hag an darempredoù etrebroadel peurliesañ. Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
    Kritveliezh[Y 6] Beli e dalc'h ar varnerion, evel en Israel gozh. Banniel Somaliaa Somalia
    Laerveliezh Beli e dalc'h laeron dre c'houbrenerezh : pal ar gouarnamant eo kreskiñ pinvidigezh e izili diwar-goust ar bobl hag ar Stad hec'h-unan. Haiti (1971-1986)
    Morveliezh[Y 7] Stad diazezet war he beli war ar morioù. Brunei Brunei
    Nemeurveliezh Beli e dalc'h un nebeud tud perzhioù boutin dezho : an dere kevredigezhel, ar binvidigezh, ar vicher da skouer.
    Pennholierezh Gourfouez ur Stad e-keñver ar re arall dre he galloud politikel, armerzhel pe vilourel. Rusia
    Republik Beli e dalc'h ar bobl, enebet ouzh un unpenniezh, gant ur gouarnamant dilennet evit merañ an aferioù foran (latin res publica, "tra foran"). Alamagn Alamagn
    Republik dambrezidantel Gant ar galloud lezenniñ emañ ar galloud erounit evit a sell ouzh an aferioù diabarzh ; gant ur prezidant dilennet en un doare dizalc'h emañ ar galloud erounit evit an aferioù hollek, ar re ziavaez hag ar re arouezel. Bro-C'hall Bro-C'hall
    Republik parlamantel Deveret diouzh galloud lezenniñ ar parlamant, hag en e zalc'h bepred, eo galloud erounit ar gouarnamant ; gant penn ar gouarnamant emañ ar galloudoù a vez gant penn ar Stad er republikoù prezidantel pe zambrezidantel. India India
    Republik parlamantel brezidantel Dilennet eo ar prezidant gant ar parlamant, hag e dalc'h ar parlamant bepred e chom pa embreg ar galloudoù erounit a vez fiziet ennañ. Banniel Suafrika Suafrika
    Republik prezidantel Republik ma vez un den e penn ar gouarnamant hag e penn ar Stad ; gantañ emañ ar galloud erounit, a zo deveret eus ha distag diouzh ar galloud lezenniñ koulz ha diouzh ar galloud barn.  Brazil
    Rinveliezh[Y 8] Beli gant ur strollad tud kuzh galloudus ha dianav d'ar bobl he deus dilennet gouarnamant ur Stad demokratel. (Hini ebet, betegouzout.)
    Stad unelour Kontrol ar gevread : ur gouarnamant hepken zo evit an tiriad a-bezh hag an holl geodedourion. Bro-C'hall Bro-C'hall
    Stad-vargodenn Beli e dalc'h gouarnamant ur Stad arall. Republik Turk Kiprenez an Norzh
    Stratokratelezh Beli e dalc'h al lu. Myanmar Myanmar
    Timokratelezh[Y 9] Beli e dalc'h ar berc'henned. Na zroukveskañ gant Gladveliezh.
    Unpenniezh Un den hepken zo e penn ar Stad ; n'eo ket dilennet gant ar bobl pe he c'hannaded. Dre hêrezh e vez treuzkaset ar galloud peurliesañ. Banniel Spagn Spagn
    Unpeniezh hollveliek E dalc'h un den hepken emañ tri galloud ar gouarnamant. Banniel Arabia Saoudat Arabia Saoudat
    Unpenniezh parlamantel vonreizhel Unpenniezh ma n'eus hini ebet eus an tri galloud gant unpenn ar Stad. Kanada
    Unpenniezh vonreizhel Gant unpenn ar Stad emañ an tri galloud, a embreg hervez ur vonreizh ; alies e vez eus ur parlamant koulskoude, a zo gwan avat. Maroko Maroko
    Unveliezh Beli e dalc'h un den hepken, a c'houarn hep reizhiad lezennel bet aozet gant asant ar bobl hag e-maez al lezennoù etrebroadel. Tsarelezh Rusia

    Pennadoù kar

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. Geriadur brezhoneg An Here, An Here, 2001, ISBN 978-2-86843-236-0, p. 539-b
    2. Le Catholicon de Jeahan Lagadeuc, advoullet diwar skouer embannadur Jean Calvez, Armeline, 2005, ISBN 978-2-910878-39-9, p. 99 (br) (fr) (la)
    3. Albert Deshayes (2003), Dictionnaire étymologique du breton, Chasse-Marée, ISBN 978-2-914208-25-3, p. 281-a. (fr)
    4. Dictionnaire de la langue française, Le Robert (holl embannadurioù) (fr)
    5. Montesquieu (1748), L'esprit des lois, Flammarion, 1993, ISBN 978-2-08-070325-5 (levrenn 1), ISBN 978-2-08-070326-2 (levrenn 2) (fr)
      Skrid enlinenn (fr)
    6. Skrid ar feur-emglev (en) (fr) (ha yezhoù arall)
    7. Alistair Boddy-Evans en African History (en)
    1. أنوقراطية anokratiya, Anocràcia, anokracie, anocracy, anokracja, bet goveliet er bloavezhioù 1950 diwar an "nevez-henc'hresianeg" *ἀκρατία akratia gant ar ster mennet "mestroni ebet".
    2. Brientinelezh ne zere ket amañ, pa ra dave d'ur renkad kevredigezhel (hollad ar vrientinion) ha n'eo ket d'un doare gouarnamant.
    3. Gynocratie. Disheñvel diouzh ar vammveliezh.
    4. Eus an henc'hresianeg δῆμος dēmos "pobl" + ἄρχω árkhô "gourc'hemenn" e teu الديمارشية al dimarchiya, Demarchie, demarchy, demarquía. Heñvelster eo clérocratie, lottocracy, stochocratie.
    5. ستراتوقراطيه stratokrasiya, stratocracy, stratocrazia, eus an henc'hresianeg στρατός stratos "lu" ha κράτος kratos "beli".
    6. Eus an henc'hresianeg κριτής krites "barner" + ἄρχω árkhō "gourc'hemenn" e teu kritarchy, critarquía, krytokratia, kritarşi ; *barnveliezh a zerefe e brezhoneg.
    7. Eus an henc'hresianeg θάλασσα thalassa "mor" + κρατεῖν kratein "beli" e teu ar gerioù etrebroadel evel talassocrasja ; *talasokratelezh a c'hallfer lavaret moarvat, hogen gwelloc'h eo *morveliezh hep mar, diwar skouer morlu.
    8. cryptocracy, Криптократия kryptokratiya, eus an henc'hresianeg κρυπτός, kruptos "kuzh, (kev)rinel".
    9. Eus an henc'hresianeg τιμή timē "priz, talvoudegezh" ha κρατία kratia "beli" eo deveret an anv en darn vrasañ eus yezhoù ar bed ; gwelit an hungareg timokrácia da skouer.

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.