iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: http://br.wikipedia.org/wiki/Bro-Sant-Maloù
Bro-Sant-Maloù - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Bro-Sant-Maloù

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn broioù kozh Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Bro-Sant-Maloù
Bro-Sant-Maloù
BannielArdamezioù
Anv gallek Pays de Saint-Malo
Anv gallaouek Paeï de Saent-Malò
Geografiezh
Rannvro Rannvro Breizh Rannvro Breizh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor,
Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen,
Mor-Bihan
Kêr-benn Sant-Maloù
Kêrioù pennañ Sant-Maloù, Dinan, Dinarzh, Ploermael, Pleurestud
Daveennoù
lec'hiañ
48°13′4″N 2°12′30″W
Gorread 3 931 km²
Lein uhelañ 258 m (Gorre Koad Pempont)
Poblañs
Poblañs 360 910 ann. (2010)
Stankter 91,81 ann./km²
Yezhoù galleg, gallaoueg
Relijion Katoligiezh
Istor
Savidigezh Eskopti Aled IXvet kantved
Savidigezh an departamantoù 4 a viz Meurzh 1790
Diskar an Eskopti 29 novembre 1801

Bro-Sant Maloù (Paeï de Saent-Malò e gallaoueg; Pays de Saint-Malo e galleg) a zo unan eus nav bro hengounel Breizh. 201 gumun a ya d'hec'h ober, gant Sant-Maloù da gêr-benn. Bro-Sant-Maloù a zo 3 908 km² enni, gant 360 910 a annezidi hervez niveradeg 2010[1]. Teir broig istorel a ya d'hec'h ober: Poualed, Poudour ha Porc'hoed.

Rannet eo Bro-Sant-Maloù hiziv an deiz etre departamantoù Il-ha-Gwilen, Aodoù-an-Arvor ha Mor-Bihan (bro Ploermael).

Steuziadur ar brezhoneg eus an Xvet betek an XXvet kantved.

Emañ Bro-Sant-Maloù en he fezh e Breizh-Uhel ha komzet e vez gallaoueg eno.

Komzet a veze brezhoneg e darn vrasañ ar vro en Xvet kantved hag aet eo da goll e-tro ar XIVvet kantved.

E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 100 skoliad (0,6 % eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.