iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: http://br.wikipedia.org/wiki/Anaon
Anaon - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Anaon

Eus Wikipedia

An Anaon eo eneoù an dud varv, hervez ar relijion gatolik. Meur a gredenn, a lavar, hag a ober relijiel a zo stag ouzh an Anaon[1].

Les vapeurs de la nuit – Aezhennoù an noz (an Anaon)
Yan' Dargent, c. 1896Mirdi an Arzoù-kaer, Kemper
  • Eus ar galianeg *and(e)dubno- > antumnos : "al lec'h don" > "ar bed dindan an douar" > "ar bed all" > "bed ar re varv"[2],[3].

An hevelep ger galianeg en deus roet annwfn, annwn e kembraeg, gant ar ster "ar bed dindan an douar" ivez[4]. Anaffuon, anaffuon, anaoün a gaver e krennvrezhoneg gant ar ster "eneoù ar re varv"[5].

Gant an Iliz katolik roman hep mar eo bet kemmet ar ster e Breizh, eus "ar bed dindan an douar" da "eneoù ar re varv". Ar ster kristen-se a gaver e Devri end-eeun.

Kloc'h an Anaon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kloc'h an Anaon a vez lavaret eus ar glaz, al lezoù, da lavaret eo ar c'hloc'h a lakaer da seniñ goude marv un den er relijion gristen.

Plad an Anaon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwechall er gest, en iliz, e veze plad an Anaon : da noz an Hollsent e veze lakaet ur pladad boued dirak an ti evit an Anaon.

Gouel an Anaon: an deiz goude an Hollsent, d'an 2 a viz Du.

E Barzhaz Breizh ez eus ur c'han anvet Kanaouen ann Anaon

  1. http://www.tresor-breton.bzh/2017/11/04/an-anaon-le-monde-parallele-breton-de-lau-dela/
  2. (fr) Jean-Paul Savignac, Merde à César p. 119 notenn 4, Paris : Éditions de la Différence, 2000 (ISBN 978-2-7291-1323-0)
  3. (fr) Georges Dottin, La langue gauloise pp. 227& 253, Genève : Slatkine Reprints, 1991 (ISBN 978-2-05-100208-0).
  4. (cy) (en) Geiriadur Prifysgol Cymru
  5. (fr) Émile Ernault, Glossaire moyen-breton p. 29, Genève : Slatkine Reprints, 1976 (ISBN 978-2-05-102373-3)
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Anaon er
wikeriadur, ar geriadur frank.