Ramz
Ur ramz zo un den mentet bras-spontus e mojennoù meur a vro.
An anv
kemmañ- En Nomenklator e 1633 e kaver ar gerioù ramz ha languoinenneg[2].
- E Geriadur Gregor e 1732 e kaver meur a anv : geant, gigant[3], langouineg[4], ouzhpenn ramz[5].
- E Geriadur Vallée e lenner ouzhpenn : galez, peulvan, lank, lankoun.
Ar ger kaour
kemmañNe gaver ket ar ger kaour er geriadurioù a-raok 2000, e Geriadur Favereau.
Er c'hontadennoù eo meneget e-barzh Ar priñs Aorel ha Kaour Sant Jili, dastumet e 1871, e Kontadennoù ar Bobl.
Un notenn zo e p. 60 (marteze gant Ronan Huon, oberour ar rakskrid) : « Kaour: kawr (SO). N'emañ ket ar ger-mañ e geriadur Roparzh (sic) Hemon. Bet eo bet ennañ ha skarzhet goude. Talvezout a ra kement ha "gouron, haroz" ».
Koulskoude, n'eo ket ar ster-se a lenner e Geriadur Ménard, e 2012, ma weler e talvezfe kement ha "ramz".
Kontadennoù ar Bobl
kemmañE Kontadennoù ar Bobl Fañch an Uhel ez eus un toullad ramzed ; jeanted a vez graet anezho ivez, diwar ar ger gallek géants.
- Ar berenn he fer aour ... , levrenn 1, p. 15
- Ar priñs Aorel ha Kaour Sant Jili, levrenn 1, p. 43 ; meneget eo ar ger kaour meur a wech e korf ar gontadenn, dastumet e Pluned e 1871. N'eo ket sur eo ar ger-se a oa e genoù ar gonterez.
- Ar jeant Kolevran, p. 93
- Yann e vazh-houarn hag an tri jeant , p. 289
E Feiz ha Breiz ez eo bet implijet eo bet ar ger "kaour" ivez er skrid Yann e Vaz houarn, dastumet ha renket gant G. DEWI, e Feiz ha Breiz niverenn 8, Eost 1929, p. 295 :
Eun devez, tra ma kane evel-se e welas en eur prad druz, en tu-hont d'an aven, eur pez kaour o tiwall saoud lart ha teo.
Broioù all
kemmañKembre
kemmañMeur a ramz a gaver ar ger cawr (cewri el liester) en o anv.
- Ramzed
- Benlli Gawr
- Idris Gawr, e Cader Idris
- Rhita Gawr, er Wyddfa, en Eryri hag en Aran Benllyn e Meirionnydd
- Ysbaddaden Bencawr, tad Olwen er Mabinogi
- Lec'hioù
- Barclodiad y Gawres
Hellaz
kemmañMibien an doueez Gaia e oa ar Ramzed e mojennoù Hellaz kozh. Brezel a rejont ouzh an Doueed, dindan an anv "Emgann ar C'higanted" eo anavezet kement-se.
Gwelout: Ramzed Hellaz.
Lennegezh
kemmañBibl
kemmañGoliad zo ur ramz er Bibl, lazhet gant David.
Rabelais
kemmañDaou romant en deus skrivet ar Gall François Rabelais diwar-benn daou ramz, an tad Gargantua (mab d'ar ramz Grangousier), hag ar mab Pantagruel.
Grimm
kemmañE kontadennoù Grimm e kaver ramzed e kontadenn Ar c'hemener bihan kalonek hag e re all.
Jonathan Swift
kemmañEn e romant Beajoù Gulliver e ya an haroz Gulliver da vBrobdingnag, ur rouantelezh lec'h m'emañ o chom ramzed.
Roald Dahl
kemmañ- The Big Friendly Giant, ur romant evit ar vugale skrivet gant Roald Dahl e 1982.
Kontadennoù all
kemmañ- Jack the Giant-killer, kontadenn saoznek eus Kerne-Veur
- A Book of Giants, dastumad kontadennoù saoznek gant Ruth Manning-Sanders.
Notennoù
kemmañ- ↑ Enlivadur eus ar Roman de Brut gant Wace, XIVvet kantved, British Library, ms. Egerton 3028, folio 49.
- ↑ Nomenklator, 1633, pajenn 267 b.
- ↑ Geriadur Gregor, p. 453.
- ↑ Skrivet langouïnecq.
- ↑ Skrivet ramps.