Keziom
Un elfenn gimiek eo ar c'heziom ; Cs eo e arouez kimiek, 55 e niver atomek ha 132,905 e dolz atomek. Ur metal alkaliek eo.
| ||||
---|---|---|---|---|
Ksenon – Keziom – Bariom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 55 | |||
Rummad kimiek | Metaloù alkaliek | |||
Strollad | 1 | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | s | |||
Tolz atomek | 132,9054519 ±0.0000002 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 6s1 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 18, 8, 1 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 1 Oksidenn vazennek kreñv | |||
Tredanleiegezh | 0,79 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 375,7 kJ/mol 2 : 2234,3 kJ/mol 3 : 3400 kJ/mol | |||
Skin atomek | 265 pm | |||
Skin kenamsav | 244 ±11 pm | |||
Skin Van der Vaals | 343 pm | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 1,93 g/cm3 | |||
Teuzverk | 28,44 °C | |||
Bervverk | 671 °C | |||
Neuz an elfenn | ||||
Ur glogorennad keziom | ||||
Pollukit eo ar c'hailh pennañ ma kaver keziom en e stumm oksidet CsO2, etre 5% ha 32% eus tolz ar c'hailh. Kanada eo ar c'henderc'her nemetañ, hogen ken bihan eo ar c'hementadoù a vez arveret dre ar bed ma ne ouzer ket resis pegement a geziom zo bet kenderc'het abaoe ar bloavezhioù 1980 — un nebeud tonennadoù hepken a oa bet implijet e Stadoù-Unanet Amerika e 2011. [1]
Istor
kemmañEus 44 000 litrad dour melar eus Bad Dürkheim en Alamagn e voe tennet 7 g keziom e 1860 gant ar c'himiour Robert Bunsen hag ar fizikour Gustav Robert Kirchoff, Alamaned o-daou.
Peogwir e oa div linenn c'hlas e skalfad an elfenn nevez en o anvjont cæsium diwar al latin cæsius, "glas-louet"[2]. Ar c'heziom e voe an elfenn gentañ bet dizoloet dre skalfadlunerezh.
Perzhioù
kemmañUr metal blot-tre (hogos gludek) liv an aour eo ar c'heziom ; orjalennus-kenañ eo, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe.
Kimiek
kemmañDre ma teuz e 28°C hepken ez eo ar c'heziom ur metal a zo dourek pe dost e gwrezverk ur sal — ar bevargant hepken eo ar metal nemetañ a zo dourek pa vez yenoc'h eget ar c'heziom.
Aes eo kendeuziñ Cs gant ar metaloù alkaliek all koulz ha gant aour, ha tu zo d'e veskañ gant bevargant. Pa vez yenoc'h eget 650 °C (da 671 °C e verv) e c'haller e gendeuziñ gant houarn (Fe), kobalt (Co), nikel (Ni), molibden (Mo), tantalom (Ta), wolfram (W) pe c'hoazh platin (Pt).
Kenaozadoù etremetalek luc'hgizidik a farder dre gevreañ Cs gant galliom (Ga), indiom (In), stibiom (Sb) ha toriom (Th).
Hedan eo ar c'heziom, pa beg an tan ennañ kerkent ha lakaet en aer, ha tarzhañ a ra pa gej ouzh dour ; abalamour da gement-se ez eo bet renket e-touez an danvezioù dañjerus : pa vez ret e dreuzdougen en e lakaer e boestoù dir siellet-peurstank.
Izotopoù
kemmañEus 112Cs betek 151 ez astenn skalfad an 39 izotop a anavezer d'ar c'heziom.
avat eo an izotop stabil nemetañ (55 elektron, 78 neutron)
Arver
kemmañKenderc'hañ haloù trenkenn formek (HCO2Cs) evit fardañ an heverennoù a vez implijet er c'hlask tireoul eo arver pennañ ar c'heziom — evit lardañ ar binvioù-toullañ, degas skolpoù mein war gorre an douar ha gwaskañ ar puñsoù e talvez an heverennoù-se.
War tachennoù all ez implijer keziom :
- • kimiezh : nitrat keziom CsNO3 a implijer evel livuzenn hag oksider en tanioù-arvest, e greanterezh ar c'henderc'hañ strilheoul, er c'honterioù skingannluniñ (da vuzuliañ skinoù ionaus), hag e fosforoù skinoù X; evit gwellaat an treluskerioù metalek ez arverer Cs, hag evel trelusker e-unan evit fardañ trenkenn sulfurek (H2SO4) ;
- • elektronik : dre ar skinoù skignet gant ar c'heziom e staloner horolajoù atomek a zo hollbouezus er pellgehenterezh (Internet, pellgomzioù hezoug), el loarelloù GPS, hag er reizhiadoù da heñchañ ar c'hirri-nij.
En abeg da resisded uhel-kenañ an horolajoù atomek dre geziom ez int bet lakaet da stalon evit termenadur etrebroadel an eilenn (amzer).
Notennoù
kemmañ- ↑ United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 21 HER 12
- ↑ Online Etymology Dictionary (en) Liamm oberiant 22 HER 2012
Daveennoù
kemmañ- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |