Devon
- Evit implijoù all, gwelet Devon (disheñvelout).
Devon (/ˈdɛvən/)[1], hervez an anv ofisiel saoznek — ral eo an anv Devonshire deuet eus an hensaozneg Defenasċīre ; Dewnens eo e kerneveurek, Dyfnaint e kembraeg ha Devnent e brezhoneg un nebeudig tud, zo ur gontelezh e mervent Bro-Saoz. Dumnonia e oa hec'h anv latin.
Devon | |
---|---|
Banniel Devon |
|
Kêr-benn | Exeter |
Gorread | 6564 km² |
Poblañs | 1 194 166 (2021) |
Stankted ar boblañs | 170 annezad/km² |
Distrigoù | |
Kontelezhioù amezek
kemmañKernev-Veur an hini a zo er c'hornôg dezhi. Dorset zo er biz ha Somerset (Gwlad yr Haf e kembraeg, "Bro an Hañv") er gevred.
Istor
kemmañDeveret eo an anv Devon eus hini an Dumnonii, Brezhoned a oa oc'h ober o annez eno da vare an aloubadeg roman. Talvezout a ra kement hag "Annezidi an draoñienn don."
Kontelezh lidel ha kontelezh amaezhel
kemmañAbaoe ar 1añ a viz Ebrel 1998 ez eo disrannet Plymouth (9) ha Torbay (10) diouzh [[kontelezh amaezhel Devon, deuet ma 'z int da vezañ Amezherioù unvan. Chom a reont e kontelezh lidel Devon avat.
-
Devon
-
Exeter
-
Brentor
-
Dartmoor
-
Buckland Abbey
-
Killerton House
Pennadoù kar
kemmañLiammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (en) Upton, Clive & Kretzschmar, William A. Jr.. The Routledge Dictionary of Pronunciation for Current English. London : Routledge, 2017, p. 351 (ISBN 978-1-138-12566-7)