Aurora
- Diwar-benn an doueez roman eo ar pennad-mañ. Ur pennad Aurora (anv-badez) zo ivez. Evit sterioù all ar ger, gwelit Aurora (disheñvelout).
Aurora eo doueez tarzh-an-deiz gant ar Romaned. Klotañ a ra gant Eos mojennoù Hellaz, hag Ushas gant an Hindoued.
Bemdez e tifluk da nijal dre an oabl, da gemenn ar beure nevez. C'hoar eo da Sol, an heol, ha da Luna, al loar. Un toullad mat a briedoù he deus, ha pevar mab, ar Pevar Avel, a zo kar da Anemoi Hellaz, evit pevar c'horn an oabl.
- Aquilo, pe Septentrio, avel an hanternoz, a zo Boreas e gregach;
- Auster, avel ar c’hreisteiz, a zo Notos e gregach;
- Favonius, avel ar c’huzh-heol, a zo Zefiros;
- Volturnus, avel ar sav-heol, a zo Euros.
Ur serc'heg dezhi e oa Titonus, ha goulenn a reas Aurora digant Zeus reiñ dezhañ bezañ divarvel, met ankouaat a reas goulenn ar yaouankiz peurbadel war un dro. Hag ar paourkaezh Titonus a zalc'h da goshaat, ha da goshaat.
Lennegezh
kemmañMeneget eo an doueez e meur a oberenn:
E galleg
kemmañ- Gant Pierre de Ronsard:
- e-barzh Les Amours de Cassandre (1552)
- Et si voudrais que cette nuit encore
- Fut éternelle, et que jamais l’Aurore
- Pour m’éveiller ne rallumât le jour.
- er sonedenn a grog gant De ses cheveux la roussoyante Aurore...
E saozneg
kemmañ- gant Shakespeare e Romeo and Juliet (i.i), ma lavar Montague eus e vab Romeo :
- But all so soon as the all-cheering sun
- Should in the furthest east begin to draw
- The shady curtains from Aurora's bed,
- Away from the light steals home my heavy son...
- gant Alfred Tennyson en e varzhoneg "Tithonus".