21 Kerzu
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañHervez an hengoun eo an 21 a viz Kerzu deiz kentañ ar goañv (en Hanterzouar an Norzh).
- 1880 : Enez Vanav eo ar vro gentañ ma aotreer ar maouezed da votiñ.
- 1937 : bannet eo Snow White and the Seven Dwarfs, kentañ film tresadennoù-bev hir ar Studioioù Disney e Los Angeles (Stadoù-Unanet Amerika).
- 1939 : Carlos do Carmo, kaner portugalat.
- 1940 : aet d'ar strad al lestr-spluj gall Narval en donvor da Sfax (Tunizia)..
- 1944 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev The Three Caballeros e Kêr-Vec'hiko (Mec'hiko).
- 1958 : dilennet eo Charles de Gaulle da brezidant ar Republik c'hall, en un doare dieeun.
- 1959 : eured Muhammad Reza Pahlavi (Shah Iran diwezhañ) gant Farah Diba.
- 1971 : krouidigezh Médecins sans frontières gant medisined c'hall.
- 1988 : Gwalldaol Lockerbie.
- 2014 : dilennet eo Klaus Iohannis da brezidant Roumania.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1117 : Thomas Becket, arc'heskob Canterbury, etre 1162 ha 1170.
- 1804 : Benjamin Disraeli, skrivagner ha politiker saoz, kentañ ministr ar Rouantelezh Unanaet.
- 1912 : Paul Meurisse, komedian gall.
- 1917 : Heinrich Böll, skrivagner alaman, loread Priz Nobel.
- 1918 : Kurt Waldheim, politiker aostrian, bet sekretour meur Aozadur ar Broadoù Unanet ha prezidant Aostria.
- 1937 : Jane Fonda, aktorez stadunanat.
- 1940 : Frank Zappa, kaner-sonaozer ha gitarour amerikan.
- 1949 : Thomas Sankara, prezidant Burkina Faso.
- 1970 : Bart De Wever, politiker flandrezat.
- 1971 : Matthieu Chedid (M), soner gall.
- 1975 : Charles Michel, politiker belgiat, kentañ ministr Belgia, prezidant ar C'huzul Europat.
- 1977 : Emmanuel Macron, prezidant ar Republik c'hall.
Marvioù
kemmañ- 1375 : Giovanni Boccaccio, skrivagner italianek.
- 1549 : Marc'harid Bro-C'hall, priñsez c'hall, rouanez Navarra.
- 1908 : Alexander Whyte, ergerzher ha naturour breizhveuriat.
- 1940 : Francis Scott Fitzgerald, skrivagner stadunanat.
- 1945 : George Patton, milour ha jeneral stadunanat.
- 1968 : Vittorio Pozzo, melldroader ha gourdoner italian.
- 2006 : Saparmyrat Nyýazow, prezidant Turkmenistan.
Lidoù
kemmañSant an deiz : Tomaz (abostol)
- Iliz katolik roman
- Sant Pêr Kanizius, jezuist izelvroat ha Doktor an Iliz (1521-1597)