Chapel ar Seizh Sant
Ilizoù Breizh | |
---|---|
Ar Seizh Sant | |
Ar chapel gwelet eus an Norzh 48° 37' 57.58" N - 03° 25' 26" K | |
Relijion | Katoligiezh |
Statud | Iliz-trev |
Parrez | Ar C'houerc'had |
Saverezh • Deroù • Diwezh |
22 a viz Gouere 1703 1714 |
Adaozadur | 1970 |
Stil | Hini ebet. |
Azeul | Breudeur ar Seizh Hun |
Pirc'hirinded | Sul diwezhañ miz Gouere |
Gwarez • Taol-vaen • Chapel |
Monumant istorel (1889)[1] Monumant istorel(1956)[2] |
Chapel ar Seizh Sant, lec'hiet er Stiffel e pennkêr ar Seizh-Sant er C'houerc'had, eo ar chapel nemeti e Breizh hag e Bro-C'hall a gement a zo gouestlet da azeul Seizh Sant Efesos[2], a anver Breudeur ar Seizh Hun e brezhoneg[3] ; en Islam ivez e vez enoret ar seizh den-se, pa 'z int meneget e souratenn 18 ar C'horan.
Nepell diouzh ar chapel, war-du ar C'houerc'had, ez eus ur feunteun hag a zo ker pouezus all e lidoù ar sent.
Abaoe ar VIvet kantved e vez azeulet Breudeur ar Seizh Hun eno. Unan eus koshañ gwerzioù Breizh eo Gwerz ar Seizh Sant, a ganer c'hoazh er pardon hag e-kerzh ar birc'hirinded katolik-ha-muzulman hag a vez aozet bep Sul diwezhañ miz Gouere abaoe 1954.
Ar chapel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur chapelig distil eo, savet adalek 1703 betek 1714 e stumm ur groaz latin tuet kornôg-reter. Perzh dibar chapel ar Seizh Sant eo e voe savet war un daol-vaen da ober ar c'hev anezhi.
Daou enskrivadur zo a-us ar porched : 22 IVILLET 1703 hag unan all hogozik diverket bremañ hag a lenner « Savet on dre an aluzen ha dre aket Yves Denmat adalek 1703 betek 1714 ».
Uheloc'h eget an nev hag ar chantele eo toennoù kazelioù ar groazenn ; un tourig zo war an tenn-kroaz. Un tour-iliz bras zo ouzh ar pignon kornôgel, a zo porched an nev.
E kazel su ar groazenn emañ kev ar chapel, 5.25 x 2.10 m he mentoù, a zo bet savet war un daol-vaen eus Nevezoadvezh ar Maen. Dre un norig e moger kornôgel tu Su ar groazenn ez eer tre er c'hev hag a zo kloz, an daol-vaen o talvezout da sel ha da leur d'ar chapel a-us dezhañ. Uhel a-walc'h eo ar c'hev evit ma c'hellfe un den chom en e sav ennañ.
An daol-vaen zo tuet kornôg-reter, 4.40 m he hirder ha 2 m he ledander ; staliet eo war ur maen-sav 2.70 x 1.70 m en Norzh ha daou vaen-sav 1.80 x 1.70 er Su.
-
An daol-vaen gristenaet
-
Mentoù an daol-vaen[4]
Un ex-voto bet profet gant ar c'helenner Louis Massignon zo lakaet war un daolig koad : lunell ur vag anvet L'abandon à Dieu ha marilhet "309" — un dave da vojenn Breudeur ar Seizh Hun.
A-drek an daolig hag e foñs ar c'hev, ouzh ar voger e-tal an nor, ez eus ur meni aoter m'emañ delwennoùigoù ar seizh sant a zo bet kavet dindan an daol-vaen hervez an hengoun ; un delwennig eus ar Werc'hez Vari o terc'hel ar Mabig Jezuz zo en o zouez. Dizanv eo an delwennoù.
Anvioù zo avat war an delwennoù a zo e chantele ar chapel.
Delwennoù koad livet eeunek o stil int, bet graet en XVIIIvet kantved, lakaet a-steudad ; a gleiz da zehoù emañ Constantin, Maximilien, Martineau, Denis, ar Werc'hez Vari hag ar Mabig Jezus, Jean, Serafein ha Marc. Damheñvel eo an anvioù ouzh a re a zo meneget e gwerz ar Seizh Sant (Konstantin, Maksimian, Martinian, Denez, Yann, Serafion ha Mark), hag ouzh re Legenda aurea Iacobus a Voragine bet skrivet en XIIIvet kantved.
Ar feunteun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar stivell he deus roet he anv d'al lec'h, Stiffel, zo war-dro 250 m a-vaez d'ar chapel, war-du ar C'houerc'had ; a-viskoazh ez eo bet azeulet gant ar Gelted hag o drouized.
Ar pezh dibar anezhi eo e strink dre seizh toull, unan er c'hreiz ha c'hwec'h tro-dro. Meneget eo e gwerz ar Seizh Sant, poz 33 :
Ouspen ar Chapel devot, eus c'hoas en he c'hichen
Ur Feunteun gaer d'ar Seiz Sant hac he deus seiz sourcen ;
Seiz canal int dre bere e ro Doue graço
Hac e ra en peb amzer nombr bras a viraclo.
Kantvedoù-pad ez eo bet ur feunteun hag ur poull-kanañ, betek adaozadur al lec'hienn e 1970 pa voe lamet ar poull. Klañvidi a zeue da gibellat en dourioù nevet hag a veze pareet, hervez gwerz ar Seizh Sant (poz 34).
Al lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwerz ar Seizh Sant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Den ne oar resis petore lidoù a veze kaset gant an drouized kozh dirak ar feunteun, anez komz eus abeg savidigezh an daol-vaen.
Gwerz ar Seizh Sant avat a veze kanet pell-bras a-raok savadur ar chapel, pa hañval bout rakkristen ha koshoc'h eget mare ar c'hrennvrezhoneg (1100-1659) dre ma tiouer klotennoù diabarzh.
Pa'z eus meneg eus an daol-vaen enni er pozioù 2 betek 5, ha 8, evel oberenn Doue hep labour den ebet e tle bout koshoc'h eget senedoù-iliz Tours (567), Naoned (668) ha Roazhon (689) hag a erbedas ma vije distrujet ar meurvein.
Er poz 10 e kinnig ar seizh sant : Maximian, Marc, Martinian, Denes, Yan, Serafion ha Constantin, an istor anezho o vout kontet er pozioù 11 da 31. Anat eo ez eo Breudeur ar Seizh Hun liammet-start ouzh Seizh Huner Efesos.
- Mojenn Breudeur ar Seizh Hun
Ker kozh hag an IIIe kantved eo azeul Seizh Sant Efesos, a zo heuliet gant ar vuzulmaned ivez peogwir ez eus meneg anezho e souratenn 18 ar C'horan, anvet الكهف al-Kahf, "ar Vougev"[6].
Er bloaz 250 e tivizas an impalaer roman Decius startaat unvaniezh ar Romaned tro-dro d'o relijion dre heskinañ ar gristenien a nac'he galloud an doueed roman ha dianzav o feiz. Kas a reas kannadourien da Efesos da lakaat seizh breur uhel o dere da zianzav o feiz hag o lezenn. Pa nac'hjont gober e voe lamet o c'hargoù hag o madoù diouto gant an impalaer evit o rediañ da glask an aluzen.
Hag int kuzhet en ur vougev e Menez Kelion e-kichen Efesos e voent adkavet. E-lec'h o lazhañ war an tach e roas an impalaer urzh da vogeriañ digor ar vougev evit ma varvjent gant an naon hag ar sec'hed.
Menel kousket a reas ar seizh breur e-pad 177 vloaz hervez ar werz (seitec vloas hac eiz-uguent e chomjont er plas-se / Qent ma voe divassonet ar c'havern varnese, poz 25), 309 bloaz hervez ar C'horan (Padal e chomjont en o mougev e-pad tri c'hant bloaz hag e ouzhpennjont nav anezho, gwerzenn 25) — bloavezhioù loar eo, daouzek loariad enno ; neuze e hunas ar seizh breur e-pad e-pad 14 vloaz ha 9 miz hervez ar werz, pe 25 bloaz ha 9 miz hervez ar souratenn.
Dihun e oant pa voe digoret ar vougev, pa oant bet adsavet a varv da vev gant Doue evit diskouez dasorc'hidigezh an Anaon.
Pozioù diwezhañ ar werz, 54 foz enni, zo bet aozet goude savidigezh ar chapel ; ar pozioù 35-46 a gont pareoù burzhudus.
Dre venec'h ha misionerien gresian ez eo deuet azeul Breudeur ar Seizh Hun d'ar C'houerc'had, pa ambrougent kenwerzhourien ar Reter war hent ar staen. Dilestrañ a raent e porzh ar Yeoded hag e vageent war ar stêr Leger betek an Argoad. Pa 'z errujont er Stiffel e voe kristenaet al lec'h nevet hen hag e daol-vaen. Adalek ar VIvet kantved e voe azeulet Breudeur ar Seizh Hun eno[7].
Bep bloaz gwechall e veze aozet gant kloer Plûned ur prosesion da bardon ar Seizh Sant evit klask an absolvenn a-c'houde un darvoudenn hag a oa c'hoarvezet e-kerzh savidigezh ar chapel : unan eus parrezianiz Plûned en devoa laeret ur sac'had ed a-douez ar profoù a veze degaset evit arc'hantaouiñ ar savidigezh; meneget eo al laeroñsi e poz 47 ar werz.
Ar birc'hirinded kristen-ha-muzulman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1951, ar reteroniour hag islamoniour gall Louis Massignon (1883-1962) a weladennas kev chapel ar Seizh Sant ; distreiñ di a reas e 1953 hag ez arvestas ar pardon. Eno e klevas gwerz ar Seizh Sant, ha souezhet-bras e voe gant he zroidigezh : heñvel eo he danvez ouzh hini souratenn 18 ar C'horan. Ker souezhet all e voe pa welas ar feunteun : unan stummet heñvel zo e Ra's al-Mâ ("Roue an Dour") e Guidjel e-kichen Setif en Aljeria[8].
A-c'houde e gavadenn e tistroas an islamoniour d'ar pardon e 1954, en ur gas muzulmaned yaouank gantañ evit unaniñ ar Gristeniezh hag an Islam en ur bedenn evit ar peoc'h[9].
An abadenn-se a roas lañs d'ar birc'hirinded kristen-ha-muzulman, a vez dalc'het bep bloaz abaoe 1954 da Sul diwezhañ miz Gouere ; tost da 1 500 a dud a oa deuet d'ar pardon e 2016[10] Skeud an drouized zo er pardon ivez, pa vez dibunet ar souratenn 18 dirak ar feunteun. Krampouezh a vez evel-just, rannet e vez al laezh hag an datez, hag ur fest-noz a vez aozet a-wechoù da heul al lidoù relijiel[11],[12].
Brudet eo pirc'hirinded ar Seizh Sant e bed an Islam[13].
E 1965, ar voskeenn Ketchaoua en Aljer a brofas ur c'hloc'h anvet Kloc'h an Unvaniezh da chapel ar Seizh Sant ; dre ma oa re vras e voe lakaet en iliz-parrez ar C'houerc'had.
-
Ar souratenn 18, Al-Kahf
en arabeg hag e galleg -
Breudeur ar Seizh Hun
Prof digant ar vuzulmaned
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- LUZEL, François-Marie : La chapelle des Sept-Saints dans la commune du Vieux-Marché, kelaouenn Mélusine, 1878, pp. 201–204 • Lenn en-linenn
- MASSIGNON, Louis : La crypte-dolmen des VII Saints Dormants d'Éphèse au Stiffel (en Plouaret, puis Vieux-Marc'hé), Les Presses Bretonnes, Sant-Brieg, 1958 Lenn en-linenn – Gwerz ar Seizh Sant : pp. 4–10 (4-7 PDF)
- PÉNICAUD, Manoël : Le réveil des Sept Dormants – Un pèlerinage islamo-chrétien en Bretagne, Éditions du Cerf, Paris, 2016 (ISBN 978-2-204-10976-5)
- VIAUD, Gérard : Les sept saints dormants d'Éphèse, Annales de Bretagne, levrenn 73, niv. 4, 1996, pp. 599–606 • Lenn en-linenn
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ MH 1889 / PA00089750 e Maodiernezh ar Sevenadur
- ↑ 2,0 ha2,1 MH 1992 / PA00089748 e Maodiernezh ar Sevenadur
- ↑ Geriadur Ménard, p. 1233-b.
- ↑ Le dolmen-chapelle des Sept-Saints en Bretagne, 1888
- ↑ La lumière de Dieu
- ↑ Coran français
- ↑ Église catholique en France
- ↑ Le Télégramme, 24 HER 15
- ↑ Études unitariennes
- ↑ La Croix, 25 GOU 16
- ↑ Ouest-France, 18 GOU 18
- ↑ Chrétiens de la Méditerranée
- ↑ L'Orient Le Jour, Bayrūt, 26 HER 12